Allas ! marc’h courajus, nec’h eus qet a affer Richard. Ha possubl ve, Renod, n’ho pe mui a egard Renod. O pet paciantet, m’ho ped a galon vad ; Clera. It eta, va fried, ha ne zaleit qet, ———— C’hoec’h-varnuguentvet Dialog. Emon, ountàn e-unan : O Doue, pes fortun ! pes chanç ! pes avantur Da Renod, pehini a êru pignet var Boyard. Piou out-te, Chevalier, a zo qercoulz montet ? Renod. Allas ! ho mab Renod, nep oc’h eus anjandret. Emon. Petra res-te amàn, d’ar c’houz-mâ eus an nôs ? Renod. Va zad, ne allomp qet gant ar famin repos ; |
Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/357
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
347