Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/356

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
346

Nemet an eil maleur n’hon eus var eguile.
Oh ! cruel Charlamagn ! den cri ha den malin,
Da furor a ra demp mervel dre ar famin.
Me vel oc’h resolvet d’hor laza, den cruel !
Ha gant hoc’h anjinou da ziscar va c’hastel.
Gant famin ha pep tra omp qen persecutet,
Ne oun en pe goste tleout trei va speret.

Alard.

Me a lavaro dêc’h ebars en langach bêr
Petra hon eus-ni oll er vech-màn da ober :
C’houi c’heus commandet demp laza hon ronceet,
Nemet ar marc’h Boyard hepqen ne zeus chomet ;
Rac-se eta, Renod, hep contestation,
Divoadit demp ho marc’h da grénvât hor c’halon.

Renod.

Evit va marc’h Boyard ne zivoadin qet c’hoas,
Pa dlefemp gant famin mervel oll var ar plaç.

Emonet.

Allas ! va zadic paour ! possubl ve alafin
E lezfec’h ac’hanomp da vervel gant famin !
Delivrit demp ho marc’h, ma vezo divoadet,
Da asten hor bue hirra ma vo gallet.

Guichard.

Impossubl ê, allas ! e rezistfac’h mui sur
O clêvet ar c’hlêmou demeus ho crouadur.
Ma na garit buan delivra demp ho marc’h,
E varvfomp gant famin ar vech-mâ suraoüalc’h.

Renod.

O va marc’h qer Boyard ! contraign òn ar vech-mâ
En despit d’am c’halon da zonet d’as laza !
Gant an oll ê dija da varo concluet :
Deut eta d’am zicour, ma vezo divoadet.

Mont a reont da Voyard ; ober a ra jestou trist meurbet ;
sellet a ra ouz e vestr, e zaoulagad beuzet a zaerou ; poqat
a ra da Renod hac en em strinq d’an daoulin dirazân. Renod,
fraillet e galon gant ar glac’har, a scuill daerou a voad,
hac a lavar gant incres :