Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/354

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
344

Pa rentit da Renod an drouc evit ar vad.

Charlamagn. a zaill gant furor var e gleze, hac a lavar :

Silanç, va Baronet, mar dê me a gommand !
An nep ne zento qet ouz va c’hommandamant
Me en tou dêc’h certen, dre va fe a Roue,
Me a droc’ho e benn deàn gant va c’hleze.

Nêm.

N’en em dransportit qet, grit tevel ho coler
Ni ray ho polonte, mar dê ret e ober.

Charlamagn.

Alòn eta, Emon, qerc’hit an anjinou.

Emon.

Ia, Sir, pa rancàn senti ouz hoc’h urzou.
Deut ganén, Galeran, da zicour o c’herc’hat.

Galeran.

Me a yêlo ganéc’h hep ober tam marc’hat.

Mont a reont da guerc’hat an anjinou hac
ec’h êruont qerqent.


Galeran.

Cetu aman ta, Sir, qerc’het an anjinou :
Pa garfoc’h commandi, ni deuyo d’o approu.

Charlamagn.

Bremàn eta, Emon, laqit mein en anjin ;
Hoguen me ho suppli da viza duont din,
Da ziscar an dourel a zo var ar c’hastel ;
Ma ve onnes d’an traòn, ne rezistfe qet pell.

Emon.

Pa ê ret din eta, me a ya da gommanç
Ober eun action a ray din dismeganç.
Me ar mizerapla a guement zo er bed,
Pa rancàn distruja neb a meus anjandret.
Sicourit, Galeran, laqit mein en anjin,
Ma commancin lança, pa ê commandet din.

Galeran.

Alòn-ta, commançomp dispen castel Renod ;
Eun nebeud er c’havàn re obstinet ha sod,
Rac pa vo discaret e gastel varneàn,