Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/353

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
343


————


Pêvar-varnuguentvet Dialog.

Charlamagn hac e suit a antre, hac a lavar :

Orsus eta, Emon, ha grêt an anjinou,
Ma vo ta da Renod rànverset e douriou ?
Birviqen ne allàn en em rejouissa,
Qen a vo eur veach razet ar c’hastel-mâ.

Emon.

Ha possubl e ve, Sir, e vec’h-u qer cruel
Commandi da eun tad distruja e vuguel !
Me voar ervat penos o deus oc’h offancet ;
Hoguen, va Ampereur, c’houi oc’h eus pardonet
Tud qer coupabl hac int en alies fêçon,
Ha p’en em rentent dêc’h, e roec’h dê pardon ;
Hac ar re-màn a zo prosternet, me voar ze,
Evit goulen pardon digant ho Majeste,
Hac e velàn ez oc’h qer cri en o andret
Da refus dê pardon, p’o deus-àn goulennet !
Me voar ervat e meus bet o forbaniset ;
Mes evit qementse, va mibien int bepret.
Hac evel eur c’hi clàn n’em debrfen gant arrach,
Qent ma souffrfen ober dêze re a outrach.

Charlamagn.

Emon ! na gomzit qet eus a ze din-me qen ;
Ouz ho clêvet, me gred ez oc’h oll traitourien,
Rac Renod a lazas va niz propr em palez :
Me a renonç d’am sceptr, ma n’em be e vuez.

Oger.

Ra vezo miliguet ar moment hac an heur
Ma tifennas Renod demeus Richard e vreur
Da drec’hi ho couzoug, pa voac’h en Montoban !
Ne vijec’h qet bremàn o c’hourdrous aneân.
Rac me a vel ervat ez oc’h eun den ingrat,