Qement a blijo dêc’h, ar rest eus va deyou.
Me ya da visita qær drist Jerusalem,
Hac ar c’hraou qer santel demeus a Vethleem ;
Neuze' yin d’ar Jourdren d’en em burifia
Eus an oll bec’hejou a goumettis amâ.
M'en em discra bremàn demeus an oll scridou
O deus grét din ober qer fall sorceresou.
Me a zougo bremàn, en plaç an Hygromus,
Al levr inimitabl a Imitation Jesus,
Hac en plaç an Albert, Curunen ar Verc’hes :
Me a zraill dindannòn va levriou sorceres.
Renonç a ràn a grenn ive d’an drouc-speret
Coulz ha d’e oll bompad, a meus goechal heuliet.
Pardon a c’houlennàn da guenta ouz Doue,
Hac ouzoc’h, christenien, a zo amàn hirie :
Graç demp d’en em velet assambles o repos,
Goude fin hor bue, en gloar ar Barados.
D’an tol a anter-nôs, Mogis a zorti
da vont d’an hermitach.
————
Unan-varnuguentvet Dialog.
Renod, e Vreudeur ha Roland.
Alard.
Ar veach-màn, Roland, hon eus eur prisonier
Pehini, a gred din, a rêyo e affer
Da ober demp cavet peoc’h gant an Ampereur,
Ia, en bêr amzer, hep arrêti nemeur.
Roland.
Lavarit din piou ê, me ho ped, Autrone.
Renod.
Deut da velet, Roland : ha c’houi en anave ?
Roland a anavez ar Roue hac a lavar :
Meulet ra vo Doue hac ar Verc’hez santel.
Evit ar veach-màn hor bo fin d’ar brezel :
Lavarit din penos oc’h eus-an transportet.
Guichard.
Me gred ez ê Mogis en deus grêt an torfet.