Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
328


Roland.

En fe a Chevalier, ma velàn-me banne ;
Rac-se, me ho suppli, mar dê ho polonte,
Ho pet ar vadelez d’am c’haç da Vontoban ;
Evel pa ven charmet, n’ouzòn pelec’h e zàn.

Renod.

Me a gar va enor, c’houi a gar hoc’h hini :
Demp-ta da Vontoban, hep camet arrêti.

Mont a reont en rout.


Roland.

Me a vel adare, qercoulz ha ma ren qent.
Êt an devalijen en eun instant en hent.

Charlamagn.

Autrone, avancit em reqet d’an assot,
Me vel va niz Roland o vonet gant Renod.
Demp buan var o lerc’h da zelivra Roland,
Rac ma ve prisonnier me a vo drouc-contant.

Galeran.

Goal diveat omp, Sir, rac dija e maint pell ;
Antreet int bremàn, me a gred, er c’hastel.

Charlamagn.

M’en toue dre va sceptr ha dre va c’hurunen,
Biscoas mar en devoe Renod brassoc’h anqen
Eguet bea casset va niz da Vontoban ;
Me ray en difframma certen mar en tizân.
Alòn, n’em rezolvomp, va zud, hep dale pell,
Ma vo assiejet Renod en e gastel :
Ia, m’en tou a grenn òn en em rezolvet
Qent qüittât ar vrô-màn e vo sur distrujet.

Isakar.

Demp da assieji eta castel Renod,
Ha neuze pa guerot ni yêlo d’an assot.
Ne zeus den ac’hanomp n’en dê oll rezolvet
D’ho sicour d’en em venj eus hoc’h enemiet.

Charlamagn.

Transportit va siech etal ar vuraillou
Ha neuze tro vardro savit pavillonou ;