Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/295

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285

Pe, mar hor permettit, ni hor bo e vue.

Yonet.

Mar qirit lavarat demp ar gomz vianna,
Ni denno sur venjanç demeus an traitour-mâ.

Renod.

Lest-àn c’hoas, va mibien, eun nebeut da veva,
Ma en devo amzer d’en em reconcilia ;
Pa vo n’em amantet demeus e drahison,
Ni deuy d’er punissa evel ma ê rêson.

Yon.

Me a zento ouzoc’h en pep occasion,
Hac òn prest, pa guerfoc’h, da vonet d’ar prison.
Lavaret a meus dêc’h, ha c’hoas el lavaràn,
Penos ê eur justiç va funissa bremàn,
Pa òn bet qer méchant d’ho pea trahisset,
O heuill goall-gonseillou darn demeus va C’homtet,
Pere o deus dija recevet o faveur :
Perisset int o zri en plenen Vocouleur.

Mogis.

Harça eta, traitour, qerz demeus va fresanç,
Rac aon ne ziscargfen varnout va c’honscianç.

Sortial a rêr, hac e casser Yon d’ar prison.


————


Pêvarvet Dialog.

Roland a antre gant e suit, hac a lavar :

Pelec’h e màn Yon ? lavarit, Salomon.

Salomon.

Lamet ê diganemp en hor c’honfusion.

Roland.

Ah ! poeltronet infam ! c’houi ra din arraji :
Mar carjac’h hor boa grêt vaillant hor c’hevridi,
Bea bet digasset Yon d’an Ampereur,
( Ni hon eus qemeret unan ar pêvar breur. )
Ze rentje va eont meurbet rejouisset ;