Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/294

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284


Guichard.

Oh ! arrêtit, Renod, terrupl oc’h coleret !
Arabat e c’hoarfe ar pez a leveret :
Mar dê collet Richard, qementse zo domach ;
Mes ho coll-u, Renod, a ve c’hoas davantach.

Mogis.

N’ho pet get a chagrin eus a Richard, Renod,
Bremâ zouden vantan me c’hoario va fot :
Me rento dêc’h Richard en beo hep drouc abet,
Ha pa ve varneàn daouzec dôr alc’hoeet.

Renod.

Assurit, va c’hender, ha va breudeur ha me
A vo oblijet dêc’h, mar qirit ober ze.

Mogis.

Anfin, p’el lavaràn, ne vezit qet en poan.

Sortial a ra.


Renod.

Demp eta, Autrone, var ze da Vontoban.

————

Trivet Dialog.

Ar Brinces Clera hac e Bugale.

Clera a vel Renod o retorn, hac a lavar :

Ah ! va fried Renod ! deut mat sur ra veet ;
E voan o hirvoudi gant glac’har ha regret,
O sònjal n’oc’h eus qet an amzer e mui qen
Da zêbri ho repas, gant hoc’h adversourien.
Mes êru ê-ganêc’h va breur, an den traitour,
Sur ne verite qet ec’h ajec’h d’er sicour.

Renod.

Itron, e clasq donet da zelivra ho preur,
Eo qemeret Richard gant tud an Ampereur,
Vaillanta Chevalier zo e touguen bue ;
Mes mar be distrujet, me a varvo ive.

Emonet.

Va zad, en em venjit demeus an traitour-ze,