M’ho ped d’hor preservi, Güerc’hez sacr, hon Itron,
Deus ar maro subit hac eus an drahison.
Commançomp hor beach en hano an Drindet ;
Mes trist oc’h, va breudeur ; me ho suppli, canet,
Richard.
Ia, va breur Renod, bremàn, en ho reqet,
Ni a ya da gana, poc’h eus demp commandet..
An tri vreur a gàn var eun ton trist.
Demp-ni oll, joaüs, va breudeur,
Bremàn da blenen Vocouleur,
Evit êchui eur brezel
A zo caus da galz da vervel.
Benos Doue a vir galon
A roomp d’ar Roue Yon,
Rac ennes ê bet an auteur
M’hon eus peoc’h gant an Ampereur.
Alard.
Mes c’houi, va breur Renod, evidomp da gana,
N’ho cavàn qet o tont d’en em rejouissa ;
Me ho suppli ive da gana eur chanson,
Ha neuze ni gredo neus qet a drahison.
Renod.
Pa recommandit din cana dêc’h eur chanson,
Me rêi ze da blijout sur d’hoc’h ompinion.
Renod a gàn var ton Catinat.
O devez eus a joa evidomp, va breudeur !
Rac êru ê bremàn ar moment hac an heur
Ma vo ta grêt ar peoc’h gant ar Roue a Franç ;
Ni lavaro adieu d’hor poan ha d’hor souffrànç.
Peguen lies a zen, pa gonsideràn ze,
O deus er brezel-màn êchuet o bue !
Mes bremàn e sònj din, pa ê ar peoc’h sinet,
E chommo pepini en e baciantet.
Maleur dêc’h, payanet, enemiet ar fe !
Bremàn e vo vaqet ganêc’h oll adare,
Pa vo sinet ar peoc’h demeus a greiz calon
Entre ar Roue Franç ha bugale Emon.