Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/252

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242


————

Eizvet Dialog.

Renod hac e Vreudeur, brancou lore gante.

Renod.

Cetu me consantet ar vech-man, va breudeur,
Da zont o zri ganén da blenen Vocouleur,
Ma vo grêt an accord gant ar Roue Charles ;
Rac-se-ta, va breur-caer, ho pe ar vadelez
Da rêi demp darn ho tud da zisqüel demp an hent,
Ma commançfomp da vont en hano Roue ’r Zent,

Yon.

It gante, va C’homtet, me ho suppli, ho tri,
Me ho teput gant joa da vont d’o c’hundui.

Ar C’homt Anton.

Pa rit demp an enor d’hon deputi da ze,
Ni yêl joaüssamant en ho reqet gante.

Renod.

Adieu, Roue Yon ; chommit en Montoban
Qen a veomp distro, dreist peb tra ho pedàn.

Yon.

Nebon me a chommo, credit en ze hardi.

Renod.

Adieu, va fried qèz, va mibien ha Mogi.

Clera.

Beach vad, va Renod ; distroit prest d’ho tî :
Qen a veoc’h distro hor bo calz a zourci.

Renod hac e vreudeur a ya gant ar C’homtet, hac
en en lacont var bennou o daoulin evit pedi Doue.


Renod.

Demp en hano Doue, güir Vestr ar buissanç,
Da ober hon accord gant ar Roue a Franç.
Dêc’h-u, Güerc’hez Vari, Mam ar güir Redempteur,
En em recommandomp, ha me ha va breudeur ;