Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13


————

Eilvet Dialog.

An Duc BEUVET, e suit ha c’hoec’h soudard.

Beuvet.

Me a zo Duc puissant ebars en Egremont,
Hac ell en em vanti da ober sur va c’hont
Penos e zòn ar mestr absolu em dugach,
Pa meus er goneet dre va nerz, va c’hourach.
Me voar ervat Charles, Roue demeus a Franç,
A vo qen iffrontet da zont d’en em avanç,
Hac ive d’am oppos formelamant da ze,
Abalamour ma meus en anzavet Roue ;
Mes mar dê Impalaer ha Roue deus a Franç,
N’en dê qet e-unan, daoust d’e oll arroganç,
En deus acqüisitet an digniteou-ze ;
Mes me ha va breudeur, ha calz deus va ligne
Hon deus er zicouret en e oll vrezellou,
Exposet en danjer hor c’horfou, hor madou,
Evit ober deàn bea victorius.
Gouscoude e velàn ez ê qen orgouillus
Da drêti ac’hanomp en fêçon dreist-muzur,
Evel pa vemp tud lach hac hep tam discadur.
Rac-se, va mignonet, me lavar dêc’h bremàn
Oun en em rezolvet en peb tra ar vech-màn
Da gontest an tribut eus ar Roue Charles,
Pa dlefe coustout din qementse va buez.

Fanon, Qenta Dijentil.

Duc nobl ha puissant, gant ho permission ;
E meus c’hoant lavarat va resolution
Amàn en ho presanç touchant an affer-ze.
Rac-se e lavaràn ve eur simplicite
Hac eul lachete vras accepti ve laqet
Truach var ho tugach, p’eo güir oc’h eus-én bet