Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/226

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
216

Laqet ê ar siech dija var ho castel ;
Hac evit ma voefot e comzàn gant rêson,
Ha c’houi a vel duont savet eur pavillon ?

Mogis.

Güir avoalc’h a lavar ; me anav an ansagn :
Ennont zo da Roland idol bras Charlamagn.
Roland a lavaras gant gloar hac arroganç,
En presanç ar Roue hac an Tadou a Franç,
Ne c’houlenne nemet hepqen occasion
Evit en em venji deus a vibien Emon.
Roland hac Olier o deus an avan-gard,
Gouscoude e velàn ez int bet qen apard
Da vont qen orgouillus er c’hoad da chasseal,
Ha bea confiet o ansaign en re all ;
Anfin qer superb int, ma teuont da gompren
M’en dê qet an douar mui evit o douguen.
Ma sentfec’h diouzòn bremàn, va c’hendervi,
Ni rafe da Roland c’hoas sur eun troatad fri ;
Rac mar gallomp eur vech discar o favillon,
Hep nep difficulte ni hor bo o dragon,
A zo en aour massif hac a dal sur ar boan :
Terrubl e luguernfe var castel Montoban.

Alard.

Hoc’h avis a zo mad, va c’hender courajus,
Qementse a gafen a ve avantajus ;
Ma halfemp eur veach attrap dragon Roland,
Certen en defe mez ha calz a nec’hamant.
Ha c’houi a zo contant, lavarit, va breudeur,
E rentfemp ar zalud da dud an Ampereur ?
Nemet an avan-gard n’en deveus c’hoas placet
Hac e meus ar greden a repousfomp abret.

Clera.

Ma heuillfec’h va avis, Renod, va fried qèr
N’en em exposfec’h qet da guement a zanjer :