Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/222

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212

Me a garfe em be, digant Doue ar c’hraç
D’en em gaout en bataill gant Renod faç a faç ;
C’houi a velfe neuze, Baronet eus a Franç,
Dont prest da izellât deàn e arroganç.

Oger-Danoa.

Me bromet dêc’h, Roland, en presanç Charlamagn,
Qentoc’h eguet ma vo êchuet ar c’hampagn
E vo n’em bresantet dêc’h an occasion
D’en em approu avoalc’h eus bugale Emon.

Roland.

Rac ma int ho qerent, Oger, ê ho meulet ?

Oger.

Ne lavaràn netra ne velfoc’h an effet.

Charlamagn.

C’houi, Olier, pa oc’h camarad gant Roland,
It gant an avan-gard gantàn pareillamant.
Fouqes ha Ganelon, Galeran ha Ripus,
Idelon, Isakar, c’houi zo tud courajus ;
Rac-se me ho suppli da vonet gant va ni,
Hac evel tud vaillant deut oll d’er secondi,
Evit m’hor bo ar c’hraç eur veach qent mervel,
D’en em venji demeus v’adversourien mortel.

Isakar.

Ampereur, ni a zo prest da oboissa.

Charlamagn.

Sonit an trompillou evit en em renja.

Son a rêr an trompillou hac an tabourinou,
hac e partier evit Gascogn.


————

Seitecvet Dialog.

Charlamagn hac e suit.

Isakar.

Me gred parfetamant, Ampereur redoutet,
Ez omp bremàn assur tost da Vourdel rentet,