Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/221

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
211

D’en em venj gant justiç eus a vibien Emon,
O deus hoc’h offancet en alies fêçon.
Birviqen ne oufen nompri peguen lies
O deus bet abuset demeus ho madelez ;
Rac pa lazas Renod ho niz propr, va Roue,
Elec’h goulen pardon digant ho Majeste,
E voe qen orgouillus da zevel eur c’hastel
Gant resolution da ober dêc’h brezel.
Ebars er c’hastel-ze e voe crouguet Grifon
Ha difframmet Hernier hep nep remission ;
Ha pa ne voa en Franç nep sourci a Renod,
E velàn ez ê bet qen iffrontet, qer sod
D’anlevi ’r gurunen dre eur friponerez,
En esper ober demp confusion ha mez.
Rac-se e concluàn Renod hac e guender
A vo sur difframmet entre pêvar gartier.

Charlamagn.

Orsus n’o gourdrouzomp pelloc’h dre hor c’homzou,
Mes greomp dê santout puissanç hon armeou.
Allòn eta, va zud, ret ê bremàn guervel
Hon oll drouplou hep faut da vale var Bourdel,
Da laqat ar siech var castel Montoban :
Ni ranqo en approu abars tri de amàn.
Déc’h-u, va niz Roland, pa n’en doc’h qet couard,
E roan-me soign demeus va avan-gard :
Cunduit mat anei evel den a galon,
Ha grit comz ac’hanoc’h en douar ar Gascogn.

Roland.

Majeste redoutet, me ho trugareca ;
Deus ho commandamant me a meus calz a joa,
Rac pell a zo e meus dezir bras em c’halon
Da zont d’en em approu eus bugale Emon,
Dreist peb tra eus Renod a zo ar mab ena,
Hac a zo brud dre oll er bed eus aneâ.