Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/197

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187

E meus c’hoant da c’houlen digant ho Majeste
En ho Rouantelez eur placiq a goste
Da repui va zud ha me eun tam amzer :
Ze ê a zeziromp diganêc’h vit saler.

Yon.

Ho coulen zo nebeut, hervez a veritet ;
Hoguen, den jenerus, pa ê ze ho soùhet,
Me rêi dêc’h a bresant castel caer Montoban,
Unan a grénva plaç a zo sur er vrô-màn,
Ha m’ho caro fidel bepret entre vevin,
Evel pa vec’h va breur ; biqen dêc’h ne vanqin.

Richard.

Ni ho trugareca, ô Roue deboner !
Pa accordit eun dra zo demp qer necesser :
Oblijet bras omp dêc’h, p’och eus ar vadelez
Da zont d’hon repui en ho Rouantelez ;
Hoguen ni bromet dêc’h entre vomp en bue
Dont da renta servich bepret d’ho Majeste.

Monbandel.

Ne douetomp tam ebet deus ho fidelite :
Deut d’en em rafrechi, me ho ped, Autrone,
Hac embêr ni yêlo assambles goude coan
Da velet ar c’hastel demeus a Vontoban
En deus c’hoant ar Roue da rêi dêc’h en presant :
Meritout a rit se hac ouspen amplamant.

————

Novet Dialog.

Ar Brinces Clera, c’hoar da Yon, hac he Faj.

Clera.

Clêvit, va Faj bian, pa omp amàn hon daou,
E meus dezir da c’hout diganêc’h eur c’helaou
Hac eun dra a nêve var sujet ar brezel :