Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/194

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184

Ha renonci a grenn d’ac’h oll fals Doueou.

Bourgogn.

Ha c’houi bromet eta em bo-me va bue ?

Renod.

Ia, me en assur, mar carit ober ze.

Bourgogn.

Qemerit va c’hleze ; m’en ro dêc’h, va mignon.

Renod.

Demp-ta bremàn hon daou betec ar Roue Yon.

————


Eizvet Dialog.

Yon, e suit ha Tri Breur Renod.

Guichard.

A drugare Doue, va C’hrouer beniguet,
Cetu bet ar victor var ar Sarazinet.
Hac int qer suffisant gant o fals Doueou,
O deveus ranqet mont da zispen o roujou !
A brepos, va breudeur, pelêc’h e màn Renod ?
Ha possubl ve penos e vemp-ni bet qer sot
D’er bea bet lezet ebars en abandon ?
Rac êt ê sur varlerc’h ar Sarazin Bourgogn,
Ha n’en deus d’er zicour nemetàn e-unan.

Mogis.

Assur ê, qendervi, omp manqet er vech-màn.

Yon.

Güell ê ganén certen coll va Rouantelez
Qent eguet, Autrone, m’ho pe tristidiguez.

Ar Secretour.

Me ho ped, Autrone, da lezel ho cânvou,
Hac ho pe confianç en Crouer an ênvou,
Pehini a deuyo certen da breservi
An den vailiant Renod demeus e enemi.