Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/193

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
183

Ne yêloc’h qet alenn qerqent ha ma sònjet.

Bourgogn.

Pa glasqit ho maleur, e zê ret e rêi dêc’h.

Renod.

Nebon deut pa garfoc’h, me c’hoario ganêc’h.

Combatti a reont.


Bourgogn.

Me renonç Jupiter ha va Doueou bras,
Rac den deus ho courach ne meus güelet biscoas.

Renod.

Qer e vo dêc’h, Bourgogn, bea deut er vrô-mâ,
Rac me a laqayo ho croc’hen da zec’ha.

Bourgogn.

Ro din eun tam alan, me as ped, va mignon.

Renod.

Disqüis eta, Bourgogn, n’en dòn qet eur poeltron.

Disqüisa reont.


Bourgogn.

Chevalier jenerus, lavarit ho hano.

Renod.

Renod, mab da Emon, am galver en peb bro.

Bourgogn.

Renod, roit qartier, mar dê ho madelez,
Ha m’ho crêy Admiral var va Rouantelez.

Renod.

Ne meus qartier ebet da rêi déc’h-u, Bourgogn,
Rac me meus prometet d’ar Roue nobl Yon
En ho rentjen deàn en beo pe en maro,
Abalamour m’hoc’h eus distrujet tro vardro.

Bourgogn.

Mes penos ? pa ràn offr n’em renta var ar plaç,
Ne ve qet a voyen em recefec’h en graç ?

Renod.

Nan sur nep seurt qartier ne roin dit biqen,
Nemedout a garfe en em renta Christen,
Credi d’ar güir Doue zo Crouer d’an ênvou,