Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/191

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
181


Bourgogn.

Afei, Yon, ret ê adori hep difin
Hon Doueou puissant var bennou ho taoulin,
Ha dont d’en em renta da viqen din sujet :
Mar carit ober ze, ni a vo mignonet.

Ar C’hont Anton.

Ar c’has, pa gav lèz-douç, a gar dont d’e lipa ;
Mes sqêi a rêr varnân, pa eller e baqa :
C’houi ive ho pe choant bea mestr en hor brô ;
Hoguen gant graç Doue, ni sur hoc’h ampecho.
Pa oc’h deut d’ar vrô-màn, tud fall hac heritiq,
Ni deuyo d’ho crouga evel crouga silziq.
N’hor bo mui consçianç ouzoc’h, Sarazinet,
Ni dolo ho corfou d’ar chass ha d’ar biguet.

Ar Bempet Soudard.

Arça, cos christenien, c’hoas oc’h qen arrogant !
Ha ni mestr en ho prô dija antieramant,
Ez oc’h qen iffrontet da zont d’hor menaci
Sus eta, payanet, evel leonet cri !
Saillomp oll a vagad var ar Roue Yon,
Ni rêyo deàn caout glac’har en e galon.
Mes ra vin confontet, cresqi ra ar vanden ;
Aon a meus ar vech-màn na chommo hor c’hroc’hen.

Renod.

Holla ! Roue Yon, arabat ec’h afe
Nemet va zud ha me da gombatti oute.

Yon.

Poc’h eus dezir da ze, Renod, e sortiomp.

Renod.

It eta hardimant ha fiit ze ennomp.

Yon hac e dud a sorti, ha Renod a lavar :


Bremàn eta, Bourgogn, mar oc’h eus tam courach,
E vo ret déc’h disqüez a c’houi noc’h qet eul lach.
Eur pennad zo ne deus dêbret mann va c’hleze :
Me faouto dêc’h ho côf, m’en assur, hep dale.