Mogis.
N’ho ped qet a vorc’het, Roue nobl ha vaillant,
Ni rêi d’ar bayenet, ha ne vent qet contant,
Hep dale pell-amzer dispen sur o roudou :
Demp eta, Autrone da guerc’hat hon armou.
————
C’hoec’hvet Dialog.
Bourgogn a antre gant e arme, hac a lavar :
Dre c’hraç va Doueou puissant hac absolu,
Ni a laqai Yon da ober eur remu.
Ha c’houi, va zoudardet, respontit din eur guir :
Hac én zo ho pizach trempet demeus a zir,
Hac ho courach chenchet en hini leonet ?
Ma traillfomp a beziou hon oll enemiet.
Ar Bêvare Soudard.
Me renonç Jupiter, me greuffe gant arrach,
Qent eguet ma teufen da ober poeltronach :
C’houi am güelo embêr, pa viomp er gombat,
Oc’h ober eur remu hac eur môr eus a voad.
Ar gristenien vechant a ranco sur ober
D’hon Doueou puissant eur sacrifiç sincer ;
Hac ar Roue Yon, ma na rent an homach
Dirac ho Majeste, a vo sur gant arrach
Difframmet a beziou bete ma vo maro :
Avancomp, Autrone, êru voar var hon tro.
Ar Roue Yon a erru gant e suit, hac a lavar :
Ah ! pobl abominabl ! payanet inhumen !
Bourrevien execrapl bepret d’ar Gristenien !
C’houi a ranqo bremàn renta din-me rêson.
Petra ar jalousi hac an ambition
Oc’h eus-u qemeret ouzomp, tud didalve !
Ma oc’h incessamant oc’h enclasq hor bue ?