Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8

A zavas eun arme derrubl en Itali,
E clasq assieji ar guær superb a Rom,
Evit ma adorjet an idol vil Mahom ;
Ar bobl voa reduet en eun hevelep caon,
Ma voa prest da vervel gant mizer ha gant naon.
Rac-se ar Romanet hac ar Pab Bonifaç
Da vont da gommandi da Rom din a scrivas,
Ha da rêi ar chasse da arme Lombardi,
E doa revinet oll brô gaer an Itali.
Doue am preservas en occasion-ze,
Er fêçon ma eure en andret Josue ;
Rac pa zoat er gombat hac en creiz ar c’harnach,
Ec’h arrêtas an eol teir heur, hep n’ellas flach,
Evit rei demp amzer da repos eur momant,
Ha d’ar Roue Lombard, heritiq ha mechant.
Hac evit testeni demeus ar victor-ze,
Me a voe consacret gant peb solanite
Ebars en Alamagn var an oll bobl Romen,
Gant ar Pab Bonifaç, Ampereur souveren.
Rac-se e lavaràn, hep gloar nac arroganç,
Oun Ampereur Romen ha Roue eus a Franç :
Ennes zo eun enor, mar boe hini biscoas,
Ha n'en deus qet e bar vit bete vremàn c’hoas.
Me a meus bet graçou, mar en deus nep den bet
Bete’n heur a vremàn , me ell el lavaret ;
Mes bepret, m’en anzav, e màn va oll fianç
Ennoc’h-u, Autrone, qenta pennou a Franç :
C’houi, evel pillerou, a zouten ferm va stat,
Va c’hurunen brillant ha va sceptr en eclat ;
Hac e prometàn dêc’h, qeit ma vin en bue,
Em bo evidoc’h oll bepret güir garante.

An Duc a Nêm.

Ampereur Charlamagn, gant ho permission,
E meus c’hoant da gavet bremàn an hardisson