Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



BUEZ


AR PÊVAR MAB EMON.


QENTA ACT.


Quenta Dialog.

CHARLAMAGN, Ampereur ha Roue a Franç azeet var e drôn ; ar Prinç LOHIER, e Vab ; an daouzec TAD A FRANÇ ; Suit ar Roue.


Me a meus an enor da vea Roue Franç
Hac Impalaer Romen, dre ar güir Brovidanç ;
Me zo mab da Bepin, ar Monarq immortel,
A verit eun enor a vezo eternel.

An histor a rapport pa voe ganet va zad
E c’hoarveas eun dra marvaillus, souezus mad ;
Rac er momet memes ma teuas er bed-mâ,
E voe eun tarz curun a laqas da grena
An douar en antier, an tempest da yudal :
Qementse a voa sur eur sin dreist-ordinal
E voa ar buguel-ze neuze predestinet
Da laqat da grena e oll enemiet ;
Ar pez eus e amzer zo bet accomplisset :
Calz a dud zo en Franç hac er goar en effet.
Mes mar boe gant Doue va zad favoriset,
Me ell a dra certen ive sur lavaret
E meus bet recevet etro pad va bue
Graçou particulier dem eus abers Doue.

Gant arrach, Autrone, Roue al Lombardi