Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/165

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
155

Evel loened sovach, rac aon demeus hon tad !
Pa deuàn da zònjal en nombr bras a zanve
A deu da bossedi va zad en e zuche,
Hac er baourente vras ma omp bremàn rentet,
E collàn oll va fenn, ha nê qet hep sujet.
Cetu qer du ha glaou hor c’hig hac hor c’hroc’hen,
Gant an nerz eus an eol ha gant ar yenien ;
Breinet hon oll dillat, merglet hon oll armou ;
Evel loened sovach, leun a vlêo hor c’horfou.
En eur guir, n’hon eus mui ar form demeus a dud,
Evelloc’h omp bremàn demeus a loened mud.
Mar boamp-ni bet goechal tud carguet a gourach,
Omp rentet er vech-màn tud diegus ha lach,
Pa omp chommet da zouffr paourente de ha nôs,
Hac hon adversourien lezet re da repos.

Alard.

Biscoas ne voe daou zen conform a zantimant
Evel ma omp hon daou ; an dra-ze zo patant.
Ne dalfe qet nac’h, goal souezet òn ganêc’h,
Mes rac aon d’ho facha, ne lavarin guir dêc’h.
Poent ê demp laqat urz ebars en hon affer ;
Reir e chomomp amàn da zouffr poan ha mizer ;
Rac cetu ni rentet en eun estranch a stat :
N’en domp qet mui capabl da rêi da zen combat,
Poan ha fatic hon eus o tont d’en em zouten ;
N’hon eus arm mat abet evit en em difen.
Ne gredàn qet ve den a garfe demp nep mat,
Nemet hor mamic paour, onnes zo eur vreg vad ;
Hac e meus esperanç, ma yafemp he bete,
Pa velfe ac’hanomp er seurt necessite,
E rofe demp arc’hant demeus he zenzoriou :
Neuze e c’halfemp mont hardi dre ’n oll vroyou.
Mar domp rentet bremàn gant fortun mizerabl,
E tisfe alafin bea demp favorabl.