Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
156


Renod.

En assuranç, Alard, ho conseill a blij din,
Ha gant plijadur vras ganêc’h certen e zin.
Demp-ni betec hor mam, me ho ped, va breudeur,
Me a gred e devo true ouz hor maleur ;
Cri e ve he c’halon certen ma na voelfe,
O velet ac’hanomp er seurt extremitê.

Mogis.

Mar dit betec ho mam bremàn, va c’hendervi,
Me a yêlo ive da gavet va hini,
Hac a rêi pourveanç demeus a dud armet,
Rac vit aour nac arc’hant din-me ne vanco qet,
Hac a zeuy da Dordon d’en em joigni ganêc’h :
Birviqen ne vanqin da vea fidel dêc’h.

Richard.

It eta, va c’hender, me ho suppli ive,
Mes deut prest da Dordon d’hor c’havet hep dale.

————

Trivet-Varnuguent Dialog.

Ar Duc hac an Duqes Emon.

Emon.

Bonjour, va fried qèz ; êru òn c’hoas er guêr.

An Duqes.

M’em boa dezir a ze pell a zo a amzer.
Lavarit d’in eun dra var sujet hoc’h arme :
Ha c’houi oc’h eus ive güelet hor bugale ?

Emon.

Ia, me meus güelet aneze, va Itron,
Hoguen re alies, sivoas gant va c’halon !
Hor bugale, m’en tou, a rêyo din hep mar
Qent eguet pell-amzer disqen bars en douar.
Pa voan êt da Baris, e laras ar Roue
E rancjen combatti enep va bugale.