Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/161

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
151

N’en dê qet permétet din dont d’ho repui.

Richard a Normandi.

Trugarecait Doue, Emon, a galon vat ;
Ar fortun a zo bet c’hoas evidoc’h-u mat,
Pa n’hon deus qet lazet nicun ho pugale ;
N’ho po nep blam abet deus abeurs ar Roue ;

Emon.

Ne allàn qet miret da voela calz dero,
Pa velàn an dachen leun a gorfou maro,
Hac ar yêot tro-vardro rusiet oll gant ar goad !
Emàn zo eur rancontr evidòn, tad ingrat !
Croguit, me ho suppli, er c’horfou maro-ze,
Me a royo arc’hant evit pedi gante.
Ha pa vint entêret ha grêt gante ofiç,
En em hastimp buan evit mont da Baris,
Da gonta d’ar Roue issu deus hor beach :
Credi a ràn e vo contant deus hor c’hourach.

Mont a reont da Baris da renta cont
d’ar Roue deus o beach.


Renod.

Oh ! va c’hender Mogis, c’houi ive, va breudeur,
Emàn ê ar rancontr hac ive ar maleur
Zo êruet ganemp hep er bea sònjet !
Ar vech-màn ez omp crenn gant hon tad revinet.
Hac ar pez a ra demp mervel gant ar grevanç,
N’hon eus mui a repu en nep contre a Franç.

Guichard.

Arabat ê, va breur, coll courach evit se ;
Ret ê souffr an annui coulz ha prosperite.
An nep a deu da heuill al lezen brezeller,
Zo hirio triomphant ha varc’hoas prisonier.
Mar qerit va c’hredi, demp da forest Arden ;
Eno ni a vo qüit deus hon adversourien,
E cavimp da zebri calz a louzou sovach,
Da grénvât hor c’halon ha da rêi demp soulach ;