Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/160

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150


Idelon.

Ha me am bo eun all ive qercouls ha c’houi.

Renod.

Maleur demp, va breudeur, cetu lazet hon tud ;
N’o deus true ouzomp muiguet ouz loened mud.

Alard.

Oh va breur qèz Renod ! pignit var guein Boyard,
Neuze rêfoc’h facil demp-ni an arrier-gard,
Ha ni rêyo moyen ive da reculi ;
Ar vech-màn e meus aon e vo crén ar c’hoari.

Renod a saill var Boyard, hac a ra d’e vreudeur qerzat araoc.


Galeran.

Cetu ar c’hanfartet lazet oll, nemet pemp :
Mar achap ar re-ze, e vo êchu ganemp.

Renod.

Grefomp, gant graç Doue, en dispit d’ho baro.
Allòn, va mignonet, trec’homp pe omp maro.

Renod dre e gourach ardant a achap
gant e vreudeur ha Mogis.


————


Uguentvet Dialog.

Galeran.

Cetu tec’het Mogis, Renod hac e vreudeur ;
Tachomp d’o attrapout da gaç d’an Ampereur.

Salomon.

Lezomp anê tranqil bremàn p’o deus tec’het ;
Avoalc’h eus a zomach o deveus recevet.

Emon.

Homàn ar galonad hac ar chanç, va Doue !
E ve ret da eun tad distruch e vugale !
Me ar mizerapla a guement zo er bed ;
Me garfe ven maro ha pell zo entêret.
Allas ! va bugale, petra rit-u bremâ ?
Cetu c’houi rentet paour, dibourve a bep tra,
Hac ar pez a gresq d’hoas va zourmant, va anui,