Pajenn:Buez ar Pêvar Mab Emon.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116

Ne ouffe resista diouzomp-ni goal bell.

Isakar.

Arrêtomp eun nebeut, me ho ped, va Roue ;
Êru omp ar vech-màn tost d’ar c’hastel nêve,
Pehini, a gredàn, a zo sur da Renod ;
Ne vo qet re facil livra deàn assot.
Deut da gonsideri, m’ho ped, va Impalaer,
Ar situation deus eur c’hastel qer caer !
Eur roc’h vras da guenta en deus da fondamant ;
N’elfet qet e vina, an draze zo patant.
Fortifiet ê c’hoas gant daou rum muraillou,
Hac ar Meus a zervich deàn da zouvezou ;
Ouspen, remerqit mat hueldet ar muriou,
Zo carguet tro-vardro deus a zantinelou.
An nep a yêl vardro zo en risq da vervel :
Var an tour huella e rêr ar santinel ;
Bea a zo eur plaç fortifiet meurbet ;
Nan, nemet dre famin ne vo sur qemeret.

Charlamagn.

Me ho ped, va avan-gard, c’houi, ancien Emon,
Oger, ha c’houi, Richard, Salomon, Ganelon ;
Da vont prim em reqet da ober eur bale :
Bisltit oll ervat ar c’hastel superb-ze,
Da c’hout ha c’houi gafe eur plaç indifennabl,
Ma posfomp hon arme en eur plaç favorabl.

Oger-Danoa.

Pa blij eta dêc’h, Sir, donet d’hon deputi,
Ni rai en ho reqet qementse hep fazi.
Demp eta, Autrone, da visita ’r c’hastel ;
Ni rai ar veach-se ne veomp qet re bell.
Me ho ped, Impalaer, ha c’houi oll, Baronet,
Qeit a ma vin absant na vet qet divorc’het,
Rac ma hor zant Renod nac hini e vreudeur,
E rint demp ar chasse hac hor bo sur maleur.