Mont d’an endalc’had

Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/36

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

Cals a Iar din hon sod, ha me no hredan quet ;
Rac Doue dre e gras a neus ma inspired
Da renouvelin istoari cos deus servijerien da Doue.
A panevert ar sort din na ve quet comset ane,
A me so bed ordinal jalous deus ar Scritur,
Deus ar batriarchet, profetet, tud savant a fur.
Enfin peb ini a reï evel ma garo...
Caid a ma leso Doue anon en bue hac en ieched,
Me a gontinuo evel ma voan comanset.
Ar pes a gonsol ahanon, pa hin deus ar bed ma,
A vo gueled ma ano ouspen ahand da gand vla.

P. i.
(Hist. du théâtre celt., p. 444-445.)




VIE DE JACOB
(Ms. de la collection Vallée)


Doue ne difen ousimp enne c’hourc'hamenou
Netra e nep fesson, nemer ar pec’hejou...
Mes enorin ar Sent nen deus quet difennet.
Ho bue disclerier, dre ar c’homidianchou,
Ho vertuou santel, hac ou finigennou...
Lennet Scrittur, sant Augustin, sant Jerom, sant Ambrois,
A sant Jan chrissostom, na ne guefet james
E fe Cas reservet disclerian bue ar Sent
Ebars en amser man, quen neubet evel quend.
Lennet c’hoas davantag an ol gassuistet
Hac ar pes a raport an Evangelistet,
Na ne guefeet quet, an dra se a sou scler,
An difen sou breman en Goelou, en Treguer.
Fallout a ra lemel, gout a ret couls ha me,
Diant ar bobl commun a bep sort liberte.
Hac e fent eccleret evel ur Ciceron,
Pe un Tertulien, pe un Doctor Gresson,
Me mije an amser de disclerian dese
Vergeou voar ar memes matier, me a gaffe
Evige, guir a serten, quen ne alge hini
Dre resoniou probabl donet de gontestin.

P. 283-284.
(Hist. du théâtre celt., p. 504.)