Pajenn:Braz Anatole - Textes bretons inedits.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
Masidian a coms

Ma caffach o priet, otro, leveret din,
Ha huy o pe ar galonn da ober drouc desy ?

Justinien a coms

Men a gare e hafet evouit tri hant teston,
Men blante ma hlenve a dreus dre e halon.

Masidian a coms

Mes martese es eo ahuset fossamant.

Justinien a coms

Nep en deussi goelet a so un den prudant.
Rac se, lavar din a te e teussi goelet.

Masidian a coms

Evit dre an nent man nen deo quet tremenet ;
Mes me lavaro dech en antier an tenor.
An de al e clevis e veuas voar ar mor
Pevoar den a voa ait en eur vaguic vian.
Hac a voa ar sort tut oheus contet aman.

Jutinien a coms

Men o trugarequa, Doueo evurus !
Mar deo hoarveet se eson meurbet joaus.
Evit e recompans de hinfidelitte
E credan me parfet o heus permettet se.
Abalamour mo heus roet din quelo mat,
Dalet try louis aour ase en un donat.
Birvouiquen ne cessan dre ar vro da vale
Quen am beso gallet gousout ar voirionez.

Masidian a coms

Men o trugarequa, otro, a vouir galon ;
Ne vouijach quet ober a vrassoch aluson.

(Hist. du théâtre celt., p. 291-292.)

Le Prologue

Hoc on cals deus a sent..............
A so o bueo en bresonec rimmet ;
Ha sant Per..................................
Quen a voa nevoes so nen deus bet hoanteet