Ac ar Scritur santel anciennan so er vro,
Na gueffet quet memeuz a ve pec’het veniel
Donet da resitan ar buéo santel.
P. 106 (Hist. du théâtre celt., p. 503-504.) |
Ja, pa ve ret din angagin ma leuve,
Goersan ma ol deillat a clasc ma boet bemde,
Mar gallan e hafet, ne roan quet a gas,
Ha hillin vomissan voarnesy ma arag.
Rac se, men o supli, men o ped, ma breur caër,
Da gaët soingn a Clemant evel o quir vuguel.
Lequet an voar ar scol a groet desan disquin.
Me gret emeus moyen evit o contantin.
A men a ya breman dre ar bet da vale
Da glasq ar vichantes, ma meso e bue.
P. 48 (Hist. du théâtre celt., p. 290.) |
Ottro, mar plig guenech, reit din an nalusen.
Men a so affliget, ne allan en eum souten.
Ha Doue o peo deus ar mat a reet
En andret an dut paour hac ar re affliget.
Ne meus netra da rein dar sort truanterrien,
Ispicialamant entreoch Christennien,
Rac nen deus nation voar ar bet o renin
A ve quen obstinet na quer fal tut ac y.
Men a voa dimeset jvoe deur gristenes…
Men a songe penos evoa eur vroec onest.
Ebars en aparans evoa fur a modest ;
Hac eo bet quer carguet a disirio charnel
Ma seo ait deus ar guer, ar vil, gant e mevoel
A daou am buguale so ait yvoe ganty…
Rac se, lavar din me ar voirionez breman,
Ha te enneusi goelet o tremen dre aman ?