Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4

litrou, ho kilogrammou, piou a voar se ? qementse hon ambrouill.

— Ha pepini, trompler pe dromplet, en em expos, eveldoc’h, da brocejou ; dre ne zeus nemet ur justiç, ne ell beza nemet ur poez hac ur muzur ; an urz vad hac ar peoc’h a zepant ouz se.

— Neuze eta, petra a zecidit-u var se ? eme ar prener.

— Eleal, va mignon, evit nonpas beza goulennet implich ar muzur leal, e zoc’h privet a recours enep ar güerzer, pehini, euz e gostez, a vezo condaonet evit beza en em servichet demeus ar muzuriou ancien, faus ha difennet. [1]

— Evit neuze, eme an daou gliant, e zeo collet ar c’hommerç.

— Petra a ententit-u dre guementse, a replicas ar Barner ?

— Eleal, ne vezo mui possubl demp combina an differanç deus an eil muzur d’eben, ar pez a rê hor profit.

— Profit difennet, sourcen a flauderez, eme ar Barner. Ar muzuriou ancien a zo difennet, abalamour ma zint faus, a lavaràn dêc’h ; ar modelou a zo distrujet, tost da anter-cant vloas so ; e maint ermès ar güir, hac an dra a represantont, a zo ur gaou ; ho combinesonou hac ho comparêsonou ne dint mad nemet da drompla pe da fripona.

En eur sortial, an daou ozac’h a lavare etrezo : Penos ec’h ellimp-ni biqen, d’hon oad, compren un dra benac er pez a c’halvont deca, hecto, kilo, litr, ar, metr, stèr ? An draze a dorro hor penn.

— Ha gouscoude calz ezetoc’h eguet ho combi-

  1. Articl 424 eus ar C’hod Pénal.