Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





MESTR PIERRÈS,

PE

DEN GUIZIEC AR BOURG.


————
ANTRETIENOU VAR AR SYSTEM METRIC.




CHABISTR QENTA.
Demeus an necessite eus a eur Poez hac eus a eur Muzur ingal.


Mestr Pierrès, qenderv da Simon a Vontroulez, a garrie meurbet ar bourmenadennou var ar meaz. Un deiz, o veza tremenet dre Blouganou, Sant-Yan, hac en em gavet e Lanneur, deiz audianç ar Barner a Beoc’h, e yas d’an audianç, rac un nebeut e voa curius evel Simon. Daou ozac’h a voa eno o chicana var gontenanç leal ar muzur en devoa servichet da vuzuri o hed. Unan a lavare e voa re vian, eguile a soutene e voa re vras.

Digassit din ar muzur, eme ar Barner, evit ma anavezin e reizidiguez, ha ma rin constati e gonformite en oll.

Hac an daou chicaner o tigas qerqent ur muzur ancien.

— N’en deo qet se ur muzur, eme ar Barner.

— Mes, na anavezomp hini all ebet : ho teca-