Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53




A J O U T A M A N T.
————
Lezen var ar Poeziou ha Muzuriou.
E palez an Tuileri, ar 4 eus a vis Gouere 1837.
(Embannet an 8 Gouere.)


LOUIS-PHILIP, Roue ar Francisien, d’an oll presant ha da zont, salud.

Proposet hon eus, ar gamprou o deus adoptet, ordrenet hon eus hac ec’h ordrenomp ar pez a zo amâ varlerc’h :

Art. Ia. An decret eus an 12 C'huevrer 1812, var ar poeziou ha muzuriou, a zo hac a chom torret.

Art. II. Gouscoude, usach an instrumantchou a boezadur hac ar vuzurach grêt en execution an articlou II ha III deus an decret precitet, a vezo permetet betec ar 1a demeus a vis Guenveur 1840.

Art. III. Adalec ar 1a eus a vis Guenveur 1840, oll poeziou ha muzuriou, nep all nemet ar poeziou ha muzuriou etablisset dre lezennou an 18 Germinal bloa III ha 19 Frimer bloa VIII, constitutif deus ar system metric decimal, a vezo interdissset dindan ar boanniou douguet dre an art. 479 eus ar C’hod p.

Art. IV. An neb o devezo poeziou ha muzuriou, re all nemet ar poeziou ha muzuriou anzavet amâ a uz, en o magazinou, staliou, atelierou pe tiez a gommerç, pe er c’hoc’hiou, foariou pe marc’hajou, a vezo punisset evel an neb a implichfe anê, en conformite d'an art. 479 eus ar C’hod penal.

Art. V. Adalec ar memes termen, peb hano a boeziou ha muzuriou neb all nemet ar re a zo varlerc’h