viç, ouz ar sempldet a c’hen demeus hon ignoranç ; ur sonjeson, ur gomparêson pehini en em attach d’hon explicationou a vezo atao presant d’hor speret.
— Hac ar sonjeson-se a lavar penos....
— Ar rêson a zo evel ur valanç : ne dle soubla nemet dindan poez ar virione.
— Ia, ar rêson eo ar poez mad e peb tra, nac ar re nac ar re nebeut.
— Hac an interest divoder evidomp hon-unan, an drouc-c’hoant ne fell qet dê demeus ar poez mad-se ; ha cetu eno perac, Autrou mêr, ho pezo da gombati evit etablissa, en ho commun, ingalder ar poez hac ar muzur.
— Certen eo ne felvezer qet compren ar pez a gontroli ac’hanomp.
— Neuze, implijit eus an nerz a laca al lezen etre ho taouarn evit utilite an oll ; contraignit ar re obstinet, rac hep an oboissanç d’al lezen, ne vez na contradou respectet, na surete etouez an dud.
— En ober a rin, eme ar mêr.
— Hac ar justiç a rayo rën ar peoc’h en ho commun, a respontas mestr Pierrès, pehini er memes amzer a guimyadas qerqent diouz e vignon.
Hac ar mêr, o serri e zorn da vestr Pierrès, a brononças ar gomzou didrafic-mâ, demeus a bere e voez a atteste an eünder :
« D’ar c’heuz d’ho quittât, d’ar blijadar d’ho quelet ; distroit... va zy a vezo hoc’h hini, va mignonet a vezo ho mignonet. »
Qementse lavaret, mestr Pierrès hac ar mêr en em vriatas a greiz calon ; qement e zeo güir ne zeus mann a liam qer stard ar garantez honest, evel purete an intationou ha partach an œuvrou mad.