Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42

ar c’halonou, a ell recompansi ha punissa hervez an œuvrou ; en hepqen a ell renta ar justiç-se hanvet gant an den savant meurbet ur muzur muzuret. [1]

Mad en andret ar re fêpl, rigoriussoc’h evit ar re grén, cetu eno, Autrou mêr, qement a ell hor justiç humen, temperet dre ar rêson vad ; dre ar vijilanç eo, dreist oll, ec’h ampecher ar flaudeures hac ar gondaonationou ; evessait eta, en repeti a ràn, evit na vezo qet en ho commun ur poez hac ur poez ; beillit evit proteji eneb e sempldet e-unan ar maleurus pehini ne gred qet en em difen ; radeuyo ur justiç güirion da assuri en ho commun al lealdet en debit an oll varc’hadourez. N'en em lezit qet gounit dre ambition dirol ar varc’hadourien ; rac an ambition fall-se eo ar grizien demeus an oll fallentez a zivis an dud ; bezit crénvoc’h eguet an drouc, demeus a behini ho fermder a voezo chench en mad.



CHABISTR VIII.
Demeus ar muzuriou ordinal ha demeus ar muzuriou decimal.


Ar mêr a voe touchet demeus a ziscours mestr Pierrès, hac a lavaras familiaramant dezàn :

Den mad ! dre beseurt secret oc’h eus-u ellet difuni e fonç va ene ur zantimant pehini, a esperàn na vougo mui ; ho comz a zo evel ur stur a gondu va c’halon ; mes nac a zifficulteou am depord, pa erruo ar bloa 1840, e pe boent e vezo difennet implija muzuriou all, poeriou all nemet ar re etablisset dre al lezen constitutif eus ar system metric

  1. Mensura mensurata. Sant Thomas d’Aquin.