Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43

decimal. [1] Neuze mui a doazen, mui a droatad, mui a voalen, mui a boezellad, mui a livr, nac a onç, mui a zivision dre daou ; penos ellout en em anavezout e qementse ? Hac én a vezo da viana permetet etablissa comparêsonou etre ar muzuriou ancien a hanvet ordinal, hac ar muzuriou decimal ?

— Ia, hep douet ; ar gomparêsonou-ze a vezo permetet.

— Ha gouscoude ho poa assuret din e voa faus ha tromplus ar gomparêsonou,

— Distingomp, Autrou mêr, distingomp. Peb comparêson güirion a fell un dra leal ha güir ; hoguen, ar muzuriou ancien, dre na bresantont qet, evel ma em eus er prouvet, na güirione, na lealdet materiel, ne dint qet e stat a gomparêson gant muzuriou ar system metric, tennet eus ar vrasder, dichench eus ar bed.

N’en deo qet ar memes tra demeus ar muzuriou ordinal, supprimet dre lezen ar 4 a vis Gouere 1837 : ar muzuriou-se a zo bugale ar mètr hac a ell e pep surete en em gomparachi gant ar muzuriou decimal ; ne zeus nemet placi an eil dirac eguile, evel e zàn d’en explica.

— Ho selaou a ràn.

— An doubl-mètr a zo ingal d’an doazen ; ne vezo eta netra chenchet nemet en divisionou ebars en decimètrou, çantimètrou ha millimètrou, elec’h troatadou, meutadou, ha lignennou.

— Lavaret a rêr penos ar guemenerien er c’hêriou en em servich bremâ eus a rubanou lêr divizet e çantimètrou.

— Rêson o deus : ar guemenerezet a imito anê,

  1. Articl 3 demeus a lezen ar 4 eus a vis Gouere 1837.