— Güir eo penos, ma rafe pepini ar pez a dle, an hucherrien hac ar brocuroret na uzfent qet nemeur a liou ; mes, distroomp d’hon afferaou. Guelet a ràn ur payzant o clasq güerza ur c’harad qeuneud ; ha ret e ve dezàn e vuzuri gant ar stèr ?
— Qementsé a zepand eus ar gonditionou.
En effet, eme mestr Pierrès, ellout a rêr güerza a drac pe a estim, ha neuze ar voerz a zo parfet, hep na ve ret conta, poeza pe muzuri [1] ; mes, mar boar convenet eus ar c’hontrel, an traou güerzet a chom e risq ar güerzer, bete ma vezint bet contet, poezet pe muzuret. [2]
— An draze zo mad evit ar varc’hadourez ; mes pa brener douar, hac ober a rêr er memes fêçon ?
— Ia, ma ne c’hoarvez nemet da zelivra ar gontenanç, evel ma zeo merqet er c’hontrat dre verq ar men harz, ar pez a zo hanvet gant an dud a lezen ur c’horf certen ha disclêriet ; mes ma ve bet grêt ar voerz gant disclaration ar gontenanç e rêson a guement-ha-qement ar muzur, ar güerzer a zo oblijet da zelivra d’an acquisitour, mar er goulen, ar gantite merqet er c’hontrat ; ha ma ne deo qet possubl se dezàn, pe ma n’er c’houlen qet an aquisitour, ar güerzer zo oblijet da souffr un diminution a bris. [3]
— Er memes fêçon, eme ar mêr, pa zeo grêt ar voerz da guement-ha-qement ar muzur, mar deo ar gontenanç brassoc’h eguet an hini merqet er c’hontrat, an acquisitour a dle caout ar choas da fournis ar supplemant eus ar priz pe d’en em desista demeus ar c’hontrat.
— Comz a rit evel ar C’hod, eme mestr Pierrès d’ar mêr.