Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28

— An dra-se a ve hep douet da zezirout ; mes penos goarantissa an defautou a zepant demeus ar c’helc’hou, deus a ur rabatach, demeus a bep seurt accidantchou, enep pere intervantion an autorite a vez impuissant.

— Neuze ec’h eller recouri d’ar jauch.

— Ounnes zo un operation divoarant.

- Me grede e voa ar jauch ur muzur leal.

— En em drompla a rêc’h. An instrumant-se, composet demeus a ur voalijen diviset, na ell servichout nemet da estimout, dre sicour ar c’harcul, ur gontenanç eus ar voqennou, tonnellou pe barriqennou, ha barillou all. Ur muzur leal, er c’hotrel, en deus e voarantiach ennàn e-unan. Concev a rêr eta penos ar Gouarnamant n’en deus qet ellet receo, evit se, ar jauch hac ar fêzonniou differant a bere an effet ne dint qet accord etrezo.

— Difennet eo eta en em servicha ouz ar jauch ?

— Nan, mar qemer ar prener hac ar güerzer anezàn evel poent font evit talvezout ar gontenançou ; mes mar deus contestation, e zeo ret, evit achui an disput, caout recours d’ar muzur hepqen a ell ar barner anzav, hac e implija evit constati, dre ar golonter, ar gontenanç eus ar variqen en litr ; rac, en repeti a ràn dêc’h, adalec ma tiviser d’ar muzur pe d’ar poez, ne zeus mui nicun nemet ar re anavezet gant al lezen : hep ar princip, na ve nemet confusion ha dizurz ; rac, evel a lavare un deiz ur membr eus ar c’hademi a sqienchou moral : sourcen ar güir eo avantach an oll, ha ne zeus nep güir na impos un dever. Hoguen, Autrou mêr, ar güir hac an dever a dle bale assambles evit douguen o frouez naturel : peoc’h ha boneur an oll.