Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26

güelomp ivez eben, eme mestr Pierrès d’ar vreg.

— Homàn zo bouzard, emezàn.

— Penos bouzard, eme ar vreg ?

— Ia, bouzard, p’eo güir ajoutamant ur milvet [1] eus ar poez ne ra qet dezi soubla er c’hostez ma zòn a paouez e blaci ; ia, goal vouzard, hac er c’hostez opposet d’ar varc’hadourez.

— Hoc’h affer eo qementse, eme ar vreg e coler ? ha c’houi zo verificatour ?

— Muioc’h eguet se, rac consommatour òn ; difen a ràn va arc’hant ; n’eo qet hepqen foll, faus ha bouzard ho palançou ; mes ouspen se : ar poez a meus em dorn a zo diblommet, hac e zeo michanç abamour da ze oc’h eus e zistroet ouz ar poençon. En em c’hortozit d’hon testeni dirac an tribunal, e pelec’h e vezot galvet embêr. [2]

En eur sortial demeus a dy an affronterez-se, mestr Pierrès a garculas ec’h elle an tam fripones-se destum epad ar bloa meur a gassedad saon divar goust Janned ha Guillemet, ha ober yalc’h mad.

— Cont grêt eus a broduou ar c’hontributionou indirect, emezàn d’e gompagnon, me souten penos infidelite ar muzur hac ar poez a zirob muioc’h a arc’hant d’ar bobl !...

— Ne vezo mui em c’hommun evelse, eme ar mêr.

— N’em boa-me qet rêson da lavarat penos ar valanç flaudus a zo un abomination ? Petra c’hoarvesse, ma ve un debitant poultr pe butun en em servichfe dioute ?

  1. An instructionou ministeriel zo c’hoas rigoriussoc’h : exija a reont e vouchfe ur valanç gant un daou vilvet a bouez.
  2. En defaut a rapportchou, ar breuven dre destou zo recevet dre an articl 154 demeus ar C’hod a brocedeur criminal.