Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25

mestr Pierrès renta dezàn ouspen. Ur baourez qêz mam a famill a recevas ar bara, gant an appoent, pehini, e-unan, a reas dijuni unan eus e bugale.

— Ar miserabl ! eme ar mêr, pehini a laer evelse bep mintin dijuni cant crouadur ! Ar guentel a zo mad, ha pa vezin distro d’ar guêr, me a ray embann e zeo d’ar pris-ma-pris an anter-kilogram e tleer güerza ar bara ; a hend all, d’ar voulanjerien da ober anè bras pe vian, pa ne voarantis se netra.

— Ma antrefemp bremâ e stal ar varc’hadourez saon, eme mestr Pierrès ?

— Antreomp eta, eme ar mêr.

En eur antren, mestr Pierrès a c’houlennas moneiz deus a ur pez a bemp franc, hac a voa rognet. Goude beza en examinet, ar vreg a lavaras ne roje evitàn nemet 4 franc 50 çantim.

— Ma, eme mestr Pierrès, beza e vezo a rest evit pea ar saon e zit da voerza din.

— Ar vreg, presset bras, a dolas ar saon er valanç.

— Douçic, douçic, eme mestr Pierrès : accord mad omp var ar varc’hadourez hac ar pris ; mes dre ma oc’h eus examinet mad va arc’hant, e fell din ivez examina ho poeziou hac ho palançou.

— Va foeziou ha va balançou a zo reiz, emezi.

— Güelomp ta dabord, ho palançou, pere a dlefe beza stribillet en ur fêçon da laqat anê da voujal facil ; en em assuromp ive ha just eo goalen ar valanç.

Ha mestr Pierrès a dennas deus e c’hodel daou boez absoluamant er memes tra, hac a laqas en diou bladen : an hini e pehini e voa bet laqet ar saon a goezas ractal ; ur poezic laqet en eben o ingalas.

Ho palançou a zo faus, ho palançou a zo foll ; me voar ho truc, ha penos e tromplit indignamant ; mes,