— Mont a reomp d’o sclerât ha da fixa an ideou qenta-se, en eur heuill termeniou al lezen fondamental [1] ; qemerit ur c’hrayon ha merqit.
Evit muzuriou ar gorre, evit an douarou, e zeus grêt ur muzur hanvet ar, ingal, en carre, da zec mètr a gostez.
— An draze a goncever ervat.
— Grêt e zeus, evit muzuri particulieramant ar c’heuneud da zêvi, ur muzur ingal d’ar mètr cub, pe, mar qerer, eus a ur mètr en teir gostezen, hirder, ledander ha dounder ; hac ar muzur-ze a zo bet hanvet stèr.
— Mes mar en deus ar c’heuneud ouspen ur mètr a hirder ?
— Neuze ar montanchou a zo disquennet e proportion, en hevelep fêçon da bresanti atao ar mètr carre.
— Evit an traou berus, ar greuniou, hac evit an traou sec’h, e zeus composet ur muzur eus a behini ar gontenanç a zo eus ar c’hub deus an decvet loden eus ar mètr ; hac ar muzur-se a hanver litr.
— Guelet a ràn ervat penos ar mètr a reol an oll muzuriou ; mes evit ar poeziou, e rancfen caout explicationou all.
— Ezet e vezint. Demeus ar c’hantvet loden eus ar mètr e zeus formet ur c’hub ; carguet e zeo bet a zour pur, pe rentet e temperadur ar scorn teuz hag ar boez eus an dour-se a zo bet hanvet gram.
— Evelse eta, dour ordinal, yen pe dom, na elfe qet servich da anavezout reizamant ar poez contenet en ur c’hub ?
— Nan, rac an dour hac an traou berus o deveus pepini eus anezo ur bounerdet particulier,
- ↑ 18 Germinal bloavez III.