Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bonnaire - Mestr Pierrès, pe den guiziec ar bourg.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10

hini e deveus roet ur muzur güirion ha naturel, anzavet gant ar rêson, constatet dre ar c’harculiou, hac ar muzur-se a zo bet dediet d’an oll amzeriou, d’an oll bobliou [1]

Ar mètr e platin, metal divanc, a zo bet deposet, er gampr al lezennou, evel goechal e Rom modelou ar muzuriou a vije deposet er c’hapitol, hac ar mètr model-se a zo bet hanvet etalon prototyp ; ar mètr anfin, va mignonet, a zo ur monumant na ell biqen mancout, offret da gommerç ar bed oll, hac unan eus ar gloriussa disoloidiguez eus ar Franç, dleet d’ar c’hantvet diveza.

— Qementse oll a seblant deomp caer, mes n’en em goncev qet qen êzet evel el lavarit.

— Sonjal a rit-tu penos me va-unan e meus e gomprenet diouc’h-tu ? Ar speret na disa qet oll en un tol ; an nep a zesq lent, a zesq assuretoc’h eguet un all ; an application a ra an den savant, ha cetu eno perac ar feneant a vezo atao ignorant.

— Hac ar pez a zisqer re brim a ancounac’her er memes tra ; se eo ar pez, na hean mestr scol va c’hommun da repeti, pehini en em disfi atao demeus a vemor ar vugale.

— Un den a sqiant vad eo ; ne ouzer qet an traou pa na ouzer nemet ar gueriou.

— Evelse, Autrou, eme unan eus al labourerien, eus a behini an tal hac an daoulagad a zisqeule an habitud eus ar reflexion, e pedin ac’hanoc’h da zont c’hoas var hoc’h explicationou. Concev a ràn ervat ar mètr evel muzur a hirder, mes evit ar re all hac evit ar poeziou, ne meus evit c’hoas nemet un ide dister avoalc’h diouto.

  1. 18 Germinal bloavez III.