Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Karante Doue


Da vignon ma Fask-kentan.


Savet gant tud zantel ’n eun tiegez kristen,
Aboue ma oas bugel te gare ar beden ;
War varlen eur vam vad te az poa bet disket
Meuli hano Jezus, hini e Vam garet.
Da blijadur vije en ez oad teneran
Klevet komz ouz Doue ha pedi Anezan…

Abred en ez kalon e save karante,
Naz poa ’med eun hunvre : karout, karout Doue !
Dimeus madou ar bed te a oa dizeblant,
Dre ma kreske d’an oad kreske ive da c’hoant,
Da welet o tostâd an devez ar c’haeran
Teus bet war an douar : devez da Bask-kentan !