A boan am oa laket ma zreid war al lestrig,
E c’houlennis dustu : — Pelec’h eman Yannig,
Ma mignon koz, ma mignon mad ?
— Yannik, oa d’in laret, a zo tec’het pell zo,
Tec’het ez eo aboue eur seiz zun pe war dro,
Hag hen evurus o kwitâd…
Yannig a oa tec’het…! Ma-unan a chomen !
Eviden ar vue a oa goullou ha yen,
Karget a c’hlac’har, a boaniou !
En dro d’in an holl draou a zeblante maro ;
Digouezet miziou-du, an amzeriou garo,
War ma diouchod ’ruillhas daerou…
Ma daerou a ruilhe stank ha kri, ha poanius,
Hag em spered sonjou a dremene founus :
Gwasan dishenvelidigez !
Seiz pe eiz zun a boan a oa bet tremenet,
Hag hon evurusted en keit-se oa tec’het,
Nag eo dister ar vuegez !