Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
56
bennoz ar paour



» Ho tilhad a zo skanv, an amzer a zo kri…
» Mar karet dont ganin da di ma mam, ma zad,
» Du-man c’houi a c’hallo tomma hoc’h izili,
» Eur bannac’hig tân sard a rei d’ac’h kalz a vad…

» N’ho peus ket riou hepken, naon ho peus, marteze ?
» Marvad aboue pell zo c’houi n’ho peus ket debret…
» Kemeret ma bara, me a gavo goude,
» Ra vo gantan ho naon eur pennadig torret ! »

— « Nan, nan, ma bugelig, na gredin ket kemer
» Digant da galon vad an tammig bara-ze ;
» Aluzen eur bugel, a dra zur, a zo kaer....
» …Eur rebech e ve d’in… Nan eta, trugare ! »

— « Oh ! kemeret, m’ho ped, ezom ho peus, m’hen gwel,
» Kemeret hep damant, bezan eo evidon
» Eun evurusted dreist, eur blijadur zantel,
» Rei d’ac’h ma zam bara… Kemeret ’ta, hep aon ! »

Digant ar c’hrouadur ar reuzeudig neuze,
A gemer ar bara hag a lar truezus :
— « D’it-te, kalonig aour, d’it mil bennoz Doue,
» Doue n’ankouao ket da zorn madelezus…

» Ra vezo binniget an tad hag ar vam vad,
» O deus stummet ennout eur galon ken kristen ;