Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
55
bennoz ar paour


Bezan tud gwall-eürus, pewien war an douar ?
Hag e tec’hont pell, pell… an dud didrugare !

Hep tam fallgaloni — kustum eo ar bewien, —
An den koz a c’hortoz hag a glem ar pinvig :
— « An dud-se, emezan, o deus eur galon yen,
» Me garfe o gwelet eur pennad reuzeudig… »

Takennou dour neuze a ruilh war e ziouchod…
An amzer a zo fall, an ezom a greska ;
Ar madou a zo frank, mes bihan eo e lod,
Ha da dorri e naon n’ eus ket eun tam bara.

Kerkent eur c’hrouadur, laouen ha dibreder,
A deu gant an hent braz, a deu en eur gana.
Ar bugelig ken koant a zo beo ha seder,
Eus e zaoulagad glaz ar yec’hed a strinka…

Ar paour ouz e welet a zav warnan e zell ;
Hen ive a zo bet ken evurus gwechall…
Siouaz ! An amzer-ze a zo breman pell, pell,
Breman na chom gantan nemed deveziou fall.

Ar bugel, zavet mad, a vousc’hoarz ouz ar paour,
Ha gant eur vouez sklintin, mouez flour eun êl bihan :
— « Me n’on ket pinvidik, n’am eus arc’hant, nag aour,
« Me garfe koulskoude distana d’ac’h ho poan…