Da Vro a hirvoud, bezan he deus nec’h
Ezom braz he deus dimeus da ziouvrec’h ;
Daoust hag eur bugel a lezfe e vam,
Hep he zikour hag he difenn eun tam ?
Na rafe ket! Ha ’vit ma vo
Krenv ha welloc’h he stad,
Gant kalon hen he difenno…
Bez soudard, o Breizad !
Difenn da vro gaer evit ma c’hallo
Hada hep anken da dud o farko ;
Bez bepred dihun evel eur gedour,
Diwall anezi eus an enebour,
Ma vo enni pinvidigez,
Peuc’h padus hag urz vad,
Ma vo laouen pep tiegez
Bez soudard, o Breizad !
Breizad, bez soudard ! Bez den a galon,
Difourm er brezel, direbech, hep aon ;
Bez dalc’hmad doujus, leun a lealded,
Difenn ar Frankiz hep damant abed ;
Harp an intanvez hep skoazel,
Zikour an emzivad,
Zouten pep mad, pep tra uhel,
Bez soudard, o Breizad !