Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/69

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
hunvredigez


Na c’hallin birviken, o nan, nan, birviken
Laret da zen abed pegen koant he c’haven !

An amzer ’n he c’hichen a dremene buhan
Hag an noz a deue dizeblant ha distan :
- Poent eo breman, emei, distrei d’an diegez,
Eur c’huz-heol vel heman zo eun Hunvredigez
Ya, eun hunvredigez…! E laren em c’halon,
Hunvredigez diou wech ez eo bet evidon…
Me garfe e teufe da vezan hepdale
Nan eun Hunvredigez, o nan : eur Wirione ! !