Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/68

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
hunvredigez


Hon ine dishual a zave dreist ar bed
Hag ac’h e da vale betek bro ar stered ;
Rak bezan oamp hon daou en kreiz eul liorzig,
Laouen ha dibreder, drant evel daou eostig ;
Biskoaz c’hoaz em bue n’am oa bet he gwelet,
Biskoaz en he c’hichen na oant en em gavet ;
Ha henoz, p’he gwelen, eno ken dudius
E chomen dilavar, seder hag evurus… !
Hi oa en he c’hoaze o tibab bleuniou kaer,
Gwech he daoulagad c’hlaz, leun ouz eur zell tener
A bare war ma re… Hag he mouez ’n eur grena,
A vouskane sklintin eun diskan ar c’hoanta ;
Oh ! neuze e chomen diraki da sonjal…
Da sonjal ! Ma Doue… kentoc’h da hunvreal !
Hi a oa evidon adalek an noz-ze
Turzunel ma c’halon, ma gwellan karante !
D’ei m’am ije kredet… Mes ma c’halon spontik.
Na lavare netra nemed komzou doanik…
Ha dirak he c’haerder, he c’hoantiri dispar,
C’hoantaen koulskoude laret d’ei : — Me da gar !
Rak, ma Doue, red eo en anzav, en laret,
Hini betek houman n’he doa ma goneet ;
D’ober he foltrezig e kollfen ma amzer
Ha na rafen, siouaz ! ’med labea paper ;