Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/378

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
350
petra d’ober



» Unan bennak a glevo, a gemero true,
« A zigoro he c’halon d’ez hini goude-ze…

» Setu an amzer-neve, ar bleuniou o sevel,
» Er brouskoat hag en draouien e kân an durzunel ;

» Zav ive ganti da vouez, ma welfomp hepdale
» Ho kalonou unanet er memeuz karante…

» Hag evelse e kani levenez de ha noz,
» Ar yaouankiz a dremen, ne chom ket da c’hortoz ! »


————