Mont d’an endalc’had

Pajenn:Bocher - Bleuniou Yaouankiz.djvu/377

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
349
petra d’ober



Hogen an diesan tra, evidon-me bepred,
Eo kavout eur plac’h hepken en touez an holl verc’hed !

Ha n’eo ket en gwirione, ezet d’in dimezi
Pegwir kaer am eus, siouaz ! n’hallan kavet hini !

N’am eus kavet nemed diou, an diou-ze, marteze…
Mes c’hoarzin a ri da vad o klevet ma doare :

Da garante ar c’hentan me a oa dizeblant,
Ma c’halon a oa d’an eil, d’an eil p’he dije c’hoant.

Allaz toue, pa gomzen d’an eil a yaouankiz,
Hi a vouskane dustu zon ar c’hrampouez gwiniz

Pa laren : —D’it ma c’halon… Ar plac’h a vousc’hoarze,
Hag a lare d’in kerkent : — Kaer an amzer hirie !

Red eo d’it anzav eta n’eo ket brao dimezi,
Allo, lavar ya pe nan ha ro d’in eun ali…

— « Rei d’it eun ali bennak, diez eo kement-se,
» Neb a c’houlen aliou a zent nebeut oute ;

» Koulskoude, war ma menno, gwellan ma teus d’ober
» Eo zevel eur zonig koant da dremen da amzer…

» Er zonig te a gonto d’an holl da drubuilhou,
» Unan bennak, marteze, a glevo da glemmou ;